Petra zo nevez ? An ECM e brezhoneg (l'ECM en breton)

Répondre
Avatar du membre
MamzelleOups
Localisation : Au pays des korrigans et de l'Ankou...

Salut d'ar c'haerelled a gomz brezhoneg ! Evel hon eus komzet wat danvez (topic) ar yezhoù, setu un ECM e brezhoneg.
Amañ vo possubl komz e brezhoneg diwar-benn pep tra, pe ivez komz diwar ar yezh hag ostilhoù e brezhoneg m'ho peus c'hoant.
Fazioù a vo sur-awalc'h, met n'eo ke grevus (fazioù a rin kalz d'am soñj din, pell zo n'em eus ket skrivet e brezhoneg).  :happy:

@Ann Ha ha @PennSardin, d'am soñj din ez eus unan all o komz brezhoneg met n'ouzoun ket tamm ebet piv eo (meskañ a ran sur-a-walc'h gant ar re o-deus o bugale e skolioù divyezhek pe ur mignon brezhoneger).

Ken bremaik!
Mon profil Vinted (surtout des vêtements bébé et des romans). Dites-moi si vous êtes une belette :happy:
Avatar du membre
Ann Ha

Mersi @MamzelleOups evit an danvez !
Ya, ar memes kudenn meus egedout evit gouzout piv a gomz brezhoneg. :yawn:
Hiziv e oan e Toulouse evit ma labour, plijadur meus bet da vleniañ ma unan en ma c'harr evit dont en dro, o selaou ouzh Les couilles sur la table ha History of english podcast. Beajet meus kalz evit ma labour a raok kaout bugale, met klask a ran ober nebeutoc'h a beajoù bremañ. Plijout a ra din kalz koulskoude.
Diaes e kavan ober traoù e-maez eus an ti abaoe ganedigezh ma bugale, peogwir meus c'hoant da vezañ ganto e pep mare o buhez. Met mat eo evit ma c'hempouezh ober traoù e-maez koulskoude...
Penaos vez lâret "ambiguïté maternelle" e brezhoneg ? :yawn:
Avatar du membre
PennSardin

@MamzelleOups trugarez dit evit krouidigezh an danvez-mañ !
N'on ket gouest da soñjal e tud all a gomzfe brezhoneg war ar forum :hesite:
Avatar du membre
MamzelleOups
Localisation : Au pays des korrigans et de l'Ankou...

@Ann Ha Ne blin ket din bleinan, met aesoc'h eo din gant ur podcast ivez.
Kompren a ran da santimant, c'hoant am eus kaout amzer gant va bugale met ezhomm am eus kaout amzet va unan ivez. Dec'h e oan souezhet, c'hoariet o deus mat kenan e-pad an devezh a-benn, hep goulenn nager ober un dra assamblez, n'a sellet ouzh un tresadenn bev!

N'em eus tilde ebet war va fellgomz, fazioù tilde a vo neuze.
Mon profil Vinted (surtout des vêtements bébé et des romans). Dites-moi si vous êtes une belette :happy:
Avatar du membre
PennSardin

@Ann Ha @MamzelleOups
Bleniañ a ran kalz evit ma labour ha selaou a ran kalz podkastoù.
Anavezout a rit podkastoù e brezhoneg ? Anavezout a ran reoù Ouest France ha Brezhoweb met marteze ez eus reoù all ?
Hag e galleg petra a selaouit ?
Avatar du membre
MamzelleOups
Localisation : Au pays des korrigans et de l'Ankou...

E brezhoneg n'em eus selaouet nemet podkastoù Ouest France ivez. A-wechoù e selaouan ar radio e bzg, pe videoioù Brezhoweb hep sellet outo. E galleg em eus ul listennad gant ur gantvad bennak a bodkastoù :coiffe: Traoù evel Les couilles sur la table, traoù diwar-benn ar kehentad (La Matrescence hag all), traoù diwar-benn ar chench labour, traoù "true crime", podkastoù war an istor.... Ne blij ket din selaou 10 da-heul gant ar mêmes tzm pe memes podkaster, met plijout a ra din chench.
Mon profil Vinted (surtout des vêtements bébé et des romans). Dites-moi si vous êtes une belette :happy:
Avatar du membre
Merlu
Localisation : Devant ton nez
Pronoms : il

 Bet on d'ur festival dañs folk en hañv-mañ hag un atalier kanaouennoù e brezhoneg a oa.
 Daou droienn hepken am eus miret: "plac'hig" ha "lapousiou".  Ar yezh he-unan he deus ur son kaer.

 Eno e ran gant an troer kaset war-raok gant ofis ar brezhoneg: https://niverel.brezhoneg.bzh/fr/troer/

      
Ceinture noire de cas raté.

Si ton tonton tond un chasseur sachant chasser sans son chien, les chaussettes de l'archiduchesse se dépetibotdebeurreriseront.

J'ai déjà essayé de dépasser mon handicap, mais il est plus rapide que moi.
Avatar du membre
Ann Ha

E brezhoneg evit ar poent e selaouan "Ar valeadenn", eus France Bleu, "Pennad Kaoz" eus Brezhoweb, "War hentoù ar feminism" gant radio Kerne ha "Korn ar brezhoneg" eus Ouest France. Kavet meus ivez unan anveet "Heklev an hañv", met meus ket bet amzer da selaou c'hoazh. N'hellan ket selaou pep tra er c'harr, peogwir pa zo hir an hent, meus ket c'hoant da gousket, neuze eo ret din kavout podkastoù hag a zihun ac'hanon. Pezh a zo graet gwelloc'h gant podkastoù stourm : ne gouskan ket paz on fuloret, neuze Les Couilles sur la Table a zo gwelloc'h eget traoù trankil diwar-benn an istor. ^^
Daou bloaz zo ez aen da gentelioù brezhoneg d'ar meurzh, ha boas e oa din selaou ur podkast e brezhoneg a-raok mont. Kavout a ran aesoc'h komz en ur yezh pa meus selaouet ouzh ar yezh-se araok. Sikour a ra ma empenn da cheñch mod evit mont da gomz ur yezh all. 
Abaoe ganedigezh va merc'h eo kalz diaesoc'h mont, siwazh. Gouzout a ran n'eo ket aes ober gant an daou marmouz evit lakaat anezho d'ar gwele, neuze em santan kablus bewech e laoskan ma mignon e-unan gant an daou. Spi meus e vo aesoc'h en ur bloaz pe daou.
Plijus a oa din mont d'ar c'hentelioù. N'eus ket kalz a dud, ha n'eo ket uhel tre al live (emaon o chom e Bourdel, n'eo ket ker ar brezhoneg tamm ebet), met tri omp gant ul live mat a-walc'h hag ober a reomp ar c'hentelioù pep hini d'e dro. Kavout a ran plijus tre reiñ kentelioù, ha mat kenañ eo evit en em gwellaat. 
Etre al labour, ar vugale hag kevredigezh tud ar skol, ez eus dija kalz a draoù d'ober en ma buhez siwazh. 

Brezhonegerezed a-vihanig oc'h ? Penaos ho peus desket ar yezh ? 
Avatar du membre
PennSardin

Trugarez @Ann Ha n'anavezan ket an holl. Klask a rin!


Eus ma zu emneus desket ar yezh dre ur stummadur hir da gentañ ha mont a ran war raok tamm ha tamm dre ma labour (labourat a ran e brezhoneg)

Ha c'hwi ?
Répondre